Trenkenn garbonek

An drenkenn garbonek zo un drenkenn wan zo e formulenn gimiek H2CO3. An drenkenn-se zo disoc'h ar reaktadur etre an dour hag an dioksidenn garbon ha kavout a reer anezhañ e kempouez gant homañ ziwezhañ, teuzet en dour gazusaet da skouer pe er gwad. Peurliesañ ne c'haller ket kaout trenkenn garbonek digemmesk rak bezañs ur volekulenn dour hepken a laka anezhi da zistreiñ d'he stad kent ha da zispartiañ an div elfenn. Stabil a-walc'h eo koulskoude.


Developed by StudentB